Emgann al linenn Tannenberg

emgann al linenn Tannenberg
emgann
Rann eusBattle for Narva Kemmañ
StadEstonia Kemmañ
Lec'hSinimäed Kemmañ
Daveennoù douaroniel59°22′32″N 27°51′17″E Kemmañ
Deiziad10 Eos 1944 Kemmañ
Deiziad kregiñ25 Gou 1944 Kemmañ
Deiziad echuiñ10 Eos 1944 Kemmañ
Map
Emgann al linenn Tannenberg e 1944

Emgann linenn Tannenberg (alamaneg: Die Schlacht um die Tannenbergstellung; rusianeg: Битва за линию «Танненберг») pe Emgann an torgennoù glas (estoneg: Sinimägede lahing) a voe un emgann etre ar c'horfad lu alaman Narwa ha Talbenn soviedel Leningrad. Ar stourm a oa bet evit bezañ mestr eus an Narva Isthmus etre ar 25 a viz Gouhere ha an 10 a viz Eost 1944.

Ul lodenn e oa an emgann-se eus Talbenn ar Reter en Eil Brezel-bed. Pal pennañ ar Soviediz a oa aloubiñ an douaroù eus Estonia evit kaout ur bazenn diazez evit aloubiñ Finland ha Prusia ar Reter. 24 batailhon troadegiezh emouestlet eus Danmark, Prusia ar Reter, Flandrez, an Izelvroioù, Norvegia, ha Wallonia a oa eus tu ar Waffen-SS.

Soudarded Talbenn soviedel Leningrad o tougen unan anezho gloazet.

War-dro an hanter eus an droadegiezh e kostez an Alamanted a oa soudarded eus al lu estoniat mennet gant dishualded o bro muoc'h evit un harp gwirion d'an naziegezh. An nerzhioù alaman a oa savet gant 22 250 soudard o devoa talet ouzh 136 830 soudard soviedat. An nerzhioù soviedat a oa dafaret gant soudarded hag armoù nevez dizehan. En holl e voe kollet ganto 170 000 den lazhet pe gloazet, gant ur 157–164 tank.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy